fichier epub
Une fois le paiement validé, vous recevrez un mail avec le lien de téléchargement de votre ebook
En eurioù-mañ e kavoc'h da lenn eñvorennoù ul Leonad ganet e 1760. P'edo war e gozhni, deuet da vezañ dall ouzhpenn, en doa kontet dezho d'e vab bihan : martolod er Royal pa oa krennard, ranket dezhañ chom en Amerika. Eno en doa digarez da zaremprediñ Iwerzhoniz ha Saozon e Boston, Kanadianed hag Indianed ha da gemer e lod er brezel 'oa bet peursavet ar stadoù-unanet war e lerc'h : Emgannoù Saratoga, Chesapik hag e-se.
Distro e Breizh-izel 'oe tro ha tro garde, trafiker kezeg ha pa zeuas an Dispac'h e lakas e anv da vont da archer. Heuget gant an darvoudoù setu eñ chouant. Ur vuhez avanturus ma z eus ha reuzus ivez e-giz ma oa bevet meur a hini gant yaouankizoù yac'h an amzer-se da vihanañ keit ha ne vezent ket lazhet...A vloavezhiadoù e rae e gont betek 1800 pa zistroas ar peoc'h e Breizh-izel ma n'eo ket e lec'h all...
Fiche technique
Références spécifiques